Enklaskoù « Splann ! » da selaou

[Stumm nevez !] Lizher kelaouiñ : n'eo ket ken etik ha se laez laitik ? #14
Bep miz e vez graet an dro ganeomp eus lizher-kelaouiñ « Splann! ». C’hoant ’peus gouzout petra zo bet nevez e Breizh hag er bed e-pad ar miz tremenet? Un abadenn gant Juliette Cabaço Roger (« Splann! ») hag Enora Molac (Radio Boa). 🎧
Kondaonet eo bet Laitik da restaoliñ 300 000 euro da 11 produer-laezh.
Profoù Nedeleg abred ar ministr-ketañ-bet Michel Barnier d’ar prefeded…
Piv evit kemer plas ar labourizion ezed-douar o vonet kuit? Re nebeut a dud yaouank a zo intereset evit monet war ar labour… Chalus bras an afer, a zo moian da selaou hirroc’h warni get LSD war France Culture.
Stourm rak an digoadañ « emporzhiet » (la déforestation importée).
Goude Ar Bezhin Glas, setu embannet ur vandenn-dreset nevez get Inès Léraud ha Pierre Van Hove. Ar wezh-mañ e vez kaoz deus un enklask istorel war an adlodenniñ. Champs de Bataille a zo embannet e ti Delcourt.
Da adkavout ivez er podkast-mañ: « Tro-dro deoc’h » ha « Deiziataer “Splann !” ».
Kenlabourat a ra gant kazetennerien Radio Breizh hag an holl radioioù e brezhoneg: Radio Kreiz Breizh, Radio Bro Gwened, Arvorig FM, Radio Kerne ha Radio Naoned.
Krouet eo bet « Splann! » e 2021 hag emañ staliet e Gwengamp, e Aodoù-an-Arvor. Ar media kentañ gouestlet d’an enklask e Breizh eo. Labouret e vez e brezhoneg hag e galleg. Skrivet e vez diwar-benn sujedoù pouezus evit an dud evel saotradurioù an endro, al labour-douar, ar yec’hed hag all.
📻 Lakit hoc’h anv evit selaou ouzh hon holl podkastoù: les lectures de « Splann! », les docus de « Splann! » et les entretiens de « Splann! ».
💸 « Splann! » a zo ur media a ya en-dro a-drugarez d’ho harp. Gall a rit reiñ arc’hant deomp ur wech an amzer pe un tamm bep miz, el linnen pe dre cheken.
✒️ Titouroù da gas deomp? Kasit deomp ur postel evit gouzout penaos kas dokumantoù d’un doare suraet.
👍 Heulit ac’hanomp war ar rouedadoù sokial: Mastodon, Facebook, LinkedIn, Instagram, TikTok, Bluesky, Threads, X et YouTube.
📩 Lakit hoc’h anv evit degemer hol lizher-kelaouiñ. Titouret e vioc’h pa vez embannet un enklask ha pennadoù nevez. Digoust hag e brezhoneg!
Audio and video play straight from the show's own hosting. PodSubs stores and serves no media.

