Enklaskoù « Splann ! » da selaou

Lizher-kelaouiñ : Votadegoù-kêr, izelvor evit an ekologiezh #28
Da glevout, e lizher kelaouiñ « Splann! » e kompagnunezh Caroline Trouillet, a zo kazetennerez enno:
Fokus
Sell « Splann! » war disoc’hoù ar votadegoù-kêr e Breizh;
Mengleuz breton Imerys: skuilhet eo bet produioù kimikel, kelaouet eo prokulor ar Republik Sant-Brieg;
Lakaet diaes kanerien e Roazhon abalamour d’o zalvoudoù e-skeud d’an abadenn Luminiscence.
Dastumet evidoc’h
PFAS: eus an uzin betek ar boued;
« Rural » o tont er maez;
« E interest ar servij »;
« Splann! » a genlabour get ar media Bonpote bremañ Minotennoù bor ar mor: digorit an hent!
Adkavit ivez Taol-lagad ar wikipedour àr Ÿnsect, n’oe klasket implijout wikipedia evit he c’hehentiñ. Reizhet eo bet an traoù get meur a zen a volonte-vat evit reoliiñ an afer.
Er podkast mañ e vez klevet ivez deiziataer « Splann! » hag doéré ar raktresoù e-taldoc’h.
Kenlabourat a ra gant kazetennerien Radio Breizh hag an holl radioioù e brezhoneg: Radio Kreiz Breizh, Radio Bro Gwened, Arvorig FM, Radio Kerne ha Radio Naoned.
Krouet eo bet « Splann! » e 2021 hag emañ staliet e Gwengamp, e Aodoù-an-Arvor. Ar media kentañ gouestlet d’an enklask e Breizh eo. Labouret e vez e brezhoneg hag e galleg. Skrivet e vez diwar-benn sujedoù pouezus evit an dud evel saotradurioù an endro, al labour-douar, ar yec’hed hag all.
📻 Lakit hoc’h anv evit selaou ouzh hon holl podkastoù: les lectures de « Splann! », les docus de « Splann! » et les entretiens de « Splann! ».
💸 « Splann! » a zo ur media a ya en-dro a-drugarez d’ho harp. Gall a rit reiñ arc’hant deomp ur wech an amzer pe un tamm bep miz, el linnen pe dre cheken.
✒️ Titouroù da gas deomp? Kasit deomp ur postel evit gouzout penaos kas dokumantoù d’un doare suraet.
👍 Heulit ac’hanomp war ar rouedadoù sokial: Mastodon, Facebook, LinkedIn, Instagram, TikTok, Bluesky, Threads, X et YouTube.
📩 Lakit hoc’h anv evit degemer hol lizher-kelaouiñ. Titouret e vioc’h pa vez embannet un enklask ha pennadoù nevez. Digoust hag e brezhoneg!
Audio and video play straight from the show's own hosting. PodSubs stores and serves no media.

