Enklaskoù « Splann ! » da selaou

Heklev an hañv : 5 bloaz « Splann ! » e Kastellin
Selaouit diouzh ar reportaj war deiz ha bloaz « Splann! » a zo bet lidet e Kastellin d’an 28 a viz Even war an abadenn Heklev an hañv, un abadenn savet gant Radio Breizh.
Ar pennad kaoz a lak war wel labour splann hag an enklaskoù savet gant kazetennerien ha kazetennerezed ar media dizalc’h. Aterset eo bet Morgan Large, Caroline Trouillet, Kristen Falc’hon hag ivez an dud a oa war plas evit selaou an abadennoù ha dañsal er fest noz!
Keleier: Aodren Trehin
Abadennk kinniget gant Morgane Bramoullé
Poltridi: Eric Legret
Kenlabourat a ra gant kazetennerien Radio Breizh hag an holl radioioù e brezhoneg: Radio Kreiz Breizh, Radio Bro Gwened, Arvorig FM, Radio Kerne ha Radio Naoned.
Krouet eo bet « Splann! » e 2021 hag emañ staliet e Gwengamp, e Aodoù-an-Arvor. Ar media kentañ gouestlet d’an enklask e Breizh eo. Labouret e vez e brezhoneg hag e galleg. Skrivet e vez diwar-benn sujedoù pouezus evit an dud evel saotradurioù an endro, al labour-douar, ar yec’hed hag all.
📻 Lakit hoc’h anv evit selaou ouzh hon holl podkastoù: les lectures de « Splann! », les docus de « Splann! » et les entretiens de « Splann! ».
💸 « Splann! » a zo ur media a ya en-dro a-drugarez d’ho harp. Gall a rit reiñ arc’hant deomp ur wech an amzer pe un tamm bep miz, el linnen pe dre cheken.
✒️ Titouroù da gas deomp? Kasit deomp ur postel evit gouzout penaos kas dokumantoù d’un doare suraet.
👍 Heulit ac’hanomp war ar rouedadoù sokial: Mastodon, Facebook, LinkedIn, Instagram, TikTok, Bluesky, Threads, X et YouTube.
📩 Lakit hoc’h anv evit degemer hol lizher-kelaouiñ. Titouret e vioc’h pa vez embannet un enklask ha pennadoù nevez. Digoust hag e brezhoneg!
Audio and video play straight from the show's own hosting. PodSubs stores and serves no media.

