Enklaskoù « Splann ! » da selaou

Lizher-kelaouiñ : n'eo ket ken gwer-se startup Ecotree #17
Petra zo nevez ar miz-mañ gant « Splann! »? Un enklask nevez bet embannet hag ur bern neventioù all e Breizh! Enklask ar miz: Ecotree a zo un embregerezh breizhad a ginnig d’an dud ha d’an embregerezhioù da blantiñ gwez. Dastumet evidoc’h: Lezenn henchañ al labourerezh-douar: votet eo bet er breujoù d’an 19 a viz C’hwevrer. Breskaat a ra an treuskemm agro-ekologel: dilemmel ar palioù chifret e tiriadoù biologel, ha traoù arall. Barnet e oa bet 8 stourmer.ez ekolo e Lyon… evit bout lakaet ur giton. Saotret eo an aer e Roazhon. Primel Gastronomie kaset dirag al lez-varn? Ur c’hlemm a oa bet douget enep an embregerezh e fin an hañv 2023. Saotret e oa bet ar wazh Pontplaincoat get soud… Adkavit ivez rubrikennoù « o c’hoarvez e-taldoc’h » pe « Deiziataer “Splann !” ». Kenlabourat a ra gant kazetennerien Radio Breizh hag an holl radioioù e brezhoneg: Radio Kreiz Breizh, Radio Bro Gwened, Arvorig FM, Radio Kerne ha Radio Naoned. Krouet eo bet « Splann! » e 2021 hag emañ staliet e Gwengamp, e Aodoù-an-Arvor. Ar media kentañ gouestlet d’an enklask e Breizh eo. Labouret e vez e brezhoneg hag e galleg. Skrivet e vez diwar-benn sujedoù pouezus evit an dud evel saotradurioù an endro, al labour-douar, ar yec’hed hag all. 📻 Lakit hoc’h anv evit selaou ouzh hon holl podkastoù: les lectures de « Splann! », les docus de « Splann! » et les entretiens de « Splann! ». 💸 « Splann! » a zo ur media a ya en-dro a-drugarez d’ho harp. Gall a rit reiñ arc’hant deomp ur wech an amzer pe un tamm bep miz, el linnen pe dre cheken. ✒️ Titouroù da gas deomp? Kasit deomp ur postel evit gouzout penaos kas dokumantoù d’un doare suraet. 👍 Heulit ac’hanomp war ar rouedadoù sokial: Mastodon, Facebook, LinkedIn, Instagram, TikTok, Bluesky, Threads, X et YouTube. 📩 Lakit hoc’h anv evit degemer hol lizher-kelaouiñ. Titouret e vioc’h pa vez embannet un enklask ha pennadoù nevez. Digoust hag e brezhoneg!
Audio and video play straight from the show's own hosting. PodSubs stores and serves no media.

