Enklaskoù « Splann ! » da selaou

Lizher-kelaouiñ : Troioù tort an totoc’h e Landunvez #25
Da glevout, e lizher kelaouiñ « Splann! » e kompagnunezh Caroline Trouillet, a zo kazetennerez enno:
Fokus « Splann! »
Dilennadegoù ti-kêr: Yazim Yenier, an danvez dilennad a surf àr an disurañtez;
Brasaat Tachenn Avel vor: testeniet en dehe korespondant ur gazetenn lec’hel a-enep d’ar stourmerien enep ar raktres.
Dastumet evidoc’h
Feulster an tu dehoù-pellañ e Brest;
Saotradur ar stêr Tromorgan: 2 zesaver-chatal anaveet kablus gant ar lez-varn;
Rouanezed ar pradoù: queens Menez Are;
An Sage ne vo ket sinet, da-heul ur stourm get tud an FRSEA, JA et FDSEA;
Keriadenn ar Roc’h-Gwenn a zo en arvar e Douarnenez.
Er podkast mañ e vez klevet ivez deiziataer « Splann! » hag doéré ar raktresoù e-taldoc’h.
Kenlabourat a ra gant kazetennerien Radio Breizh hag an holl radioioù e brezhoneg: Radio Kreiz Breizh, Radio Bro Gwened, Arvorig FM, Radio Kerne ha Radio Naoned.
Krouet eo bet « Splann! » e 2021 hag emañ staliet e Gwengamp, e Aodoù-an-Arvor. Ar media kentañ gouestlet d’an enklask e Breizh eo. Labouret e vez e brezhoneg hag e galleg. Skrivet e vez diwar-benn sujedoù pouezus evit an dud evel saotradurioù an endro, al labour-douar, ar yec’hed hag all.
📻 Lakit hoc’h anv evit selaou ouzh hon holl podkastoù: les lectures de « Splann! », les docus de « Splann! » et les entretiens de « Splann! ».
💸 « Splann! » a zo ur media a ya en-dro a-drugarez d’ho harp. Gall a rit reiñ arc’hant deomp ur wech an amzer pe un tamm bep miz, el linnen pe dre cheken.
✒️ Titouroù da gas deomp? Kasit deomp ur postel evit gouzout penaos kas dokumantoù d’un doare suraet.
👍 Heulit ac’hanomp war ar rouedadoù sokial: Mastodon, Facebook, LinkedIn, Instagram, TikTok, Bluesky, Threads, X et YouTube.
📩 Lakit hoc’h anv evit degemer hol lizher-kelaouiñ. Titouret e vioc’h pa vez embannet un enklask ha pennadoù nevez. Digoust hag e brezhoneg!
Audio and video play straight from the show's own hosting. PodSubs stores and serves no media.

