Enklaskoù « Splann ! » da selaou

Lizher-kelaouiñ : kudennoù surentez e uzin Olmix a zastum bezhin glas #19
Petra zo nevez ar miz-mañ gant « Splann! »? Un enklask nevez bet embannet hag ur bern neventioù all e Breizh! Enklask ar miz: gouarnamant Bro-Frañs a zo o soñj breskaat palioù europat war stad ar redoù-dour, setu ar pezh a vez dizoloet en ul lizher kaset d’ar melestradurezhioù. Fokus: ne vez ket graet mat war-dro ar surentez e uzin Olmix e Berhan (56). Anavezet mat eo an embregerezh-se rak treuzfeurmet e vez bezhin glas ganto. Dastumet evidoc’h #MeTooWarVor Ur prosez talvoudus oa dalc’het e Brest e fin miz Ebrel. Genavir (a labour get an Ifremer) oa o respont. Dizarmet ur pomp get Emsavadeg an Douar: ur pomp maez ‘lezenn oa bet staliet get ur gounider bokedoù e arvor bro Vigouden. Distaliet oe bet. Muioc’h en ur selaou doc’h ar podkast-mañ. Saotreet an aer e Sant-Maloù: liveoù amoniak uhel-bras oe bet muzuliet get Aer Breizh e penn kommañs miz Meurzh. Deiz-ha-bloaz laouen da « Splann! » e miz Even e vo lidet ar 5 blez e Run ar Puñs! Adkavit ivez rubrikennoù « o c’hoarvez e-taldoc’h » pe « deiziataer “Splann !” ». Kenlabourat a ra gant kazetennerien Radio Breizh hag an holl radioioù e brezhoneg: Radio Kreiz Breizh, Radio Bro Gwened, Arvorig FM, Radio Kerne ha Radio Naoned. Krouet eo bet « Splann! » e 2021 hag emañ staliet e Gwengamp, e Aodoù-an-Arvor. Ar media kentañ gouestlet d’an enklask e Breizh eo. Labouret e vez e brezhoneg hag e galleg. Skrivet e vez diwar-benn sujedoù pouezus evit an dud evel saotradurioù an endro, al labour-douar, ar yec’hed hag all. 📻 Lakit hoc’h anv evit selaou ouzh hon holl podkastoù: les lectures de « Splann! », les docus de « Splann! » et les entretiens de « Splann! ». 💸 « Splann! » a zo ur media a ya en-dro a-drugarez d’ho harp. Gall a rit reiñ arc’hant deomp ur wech an amzer pe un tamm bep miz, el linnen pe dre cheken. ✒️ Titouroù da gas deomp? Kasit deomp ur postel evit gouzout penaos kas dokumantoù d’un doare suraet. 👍 Heulit ac’hanomp war ar rouedadoù sokial: Mastodon, Facebook, LinkedIn, Instagram, TikTok, Bluesky, Threads, X et YouTube. 📩 Lakit hoc’h anv evit degemer hol lizher-kelaouiñ. Titouret e vioc’h pa vez embannet un enklask ha pennadoù nevez. Digoust hag e brezhoneg!
Audio and video play straight from the show's own hosting. PodSubs stores and serves no media.

