Enklaskoù « Splann ! » da selaou

Lizher kelaouiñ : Stad melldroad Brest : gwelloc'h adnevesaat evit sevel unan nevez ? #15
Bep miz e vez graet an dro ganeomp eus lizher-kelaouiñ « Splann! ». C’hoant ’peus gouzout petra zo bet nevez e Breizh hag er bed e-pad ar miz tremenet? Un abadenn gant Juliette Cabaço Roger (« Splann! ») hag Enora Molac (Radio Boa). 🎧
Fokus:
Stad melldroad Brest Francis-Le Blé, da reneveziñ pe sevel unan nevez flamm?
Ofis Broadel ar Vevliesseurted (OFB) a zo bet taget 37 gwezh e fin ar blez 2024.
Dastumet evidoc’h:
Sindikad ar muiañ niver e Frañs a stumm e izili d’ar lobbying, d’ar c’hehentiñ ha meriñ raktresoù.
Saotret eo an deur c’hoazh.
Piv a roio argant da chadenn tele nevez ar strollad ouest-France? Añseet ez eus bet lakaat François Pinault er jeu.
Pig & Run, da c’hounez ho pouez e kig-moc’h.
Ouzhpenn 500 testeni rastellet àr falladenn sistem ospitalioù Treger-Goelo ha Kerne Uhel.
Da adkavout ivez er podkast-mañ: « Tro-dro deoc’h » ha « Deiziataer Splann! ».
Kenlabourat a ra gant kazetennerien Radio Breizh hag an holl radioioù e brezhoneg: Radio Kreiz Breizh, Radio Bro Gwened, Arvorig FM, Radio Kerne ha Radio Naoned.
Krouet eo bet « Splann! » e 2021 hag emañ staliet e Gwengamp, e Aodoù-an-Arvor. Ar media kentañ gouestlet d’an enklask e Breizh eo. Labouret e vez e brezhoneg hag e galleg. Skrivet e vez diwar-benn sujedoù pouezus evit an dud evel saotradurioù an endro, al labour-douar, ar yec’hed hag all.
📻 Lakit hoc’h anv evit selaou ouzh hon holl podkastoù: les lectures de « Splann! », les docus de « Splann! » et les entretiens de « Splann! ».
💸 « Splann! » a zo ur media a ya en-dro a-drugarez d’ho harp. Gall a rit reiñ arc’hant deomp ur wech an amzer pe un tamm bep miz, el linnen pe dre cheken.
✒️ Titouroù da gas deomp? Kasit deomp ur postel evit gouzout penaos kas dokumantoù d’un doare suraet.
👍 Heulit ac’hanomp war ar rouedadoù sokial: Mastodon, Facebook, LinkedIn, Instagram, TikTok, Bluesky, Threads, X et YouTube.
📩 Lakit hoc’h anv evit degemer hol lizher-kelaouiñ. Titouret e vioc’h pa vez embannet un enklask ha pennadoù nevez. Digoust hag e brezhoneg!
Audio and video play straight from the show's own hosting. PodSubs stores and serves no media.

